Keleier ar vro d'ar Gwener 17 a viz Ebrel 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 17 a viz Ebrel 2026

En savoir plus sur

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Kastiz marv d'ar Balestiniz

Votet en deus Parlamant Israel d'an 30 a viz Meurzh tremenet ul lezenn spontus evit ar balestinianed, a c'hello bremañ bezañ kastizet d'ar marv. Kinniget e oa bet al lezenn-se gant Itamar Ben Gvir, ministr Israelian ar surentez broadel, eus an tu dehoù pellañ. Gellout a rae dija an dud bezañ kastizet d'ar marv e Israel, evit gouenlazh pe spierezh brezel. Met ne oa bet kastizet den ebet d'ar marv eno abaoe 1962, pa oa bet barnet Adolf Eichman, unan eus aozerien ar shoah. Gellout a raio bremañ ar palestiniz bezañ kastizet d'ar marv ma lazhfen un israelian, rak gwelet e vo ar muntroù-se evel spontouriezh. Met ne vo ket ken gwir all ar c'hontroll : un israelian a lazho ur palestinian ne c'hello ket resevout ar c'hastiz marv. Goulenn groñs a ra Amnesty international, evel al lez-varn etrevroadel, na vefe torret al lezenn-se, a lak war wel an apartheid a c'houzañv ar balestinianed. Muioc'h a ditouroù gant Joëlle Perrot, eus Amnesty International Breizh.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Programm ar GBB

A benn daou viz hanter e vo Gouel Broadel ar brezhoneg e Mellag en-dro, kostez Kemperle. Kinnigoù a bep seurt a vo evit ar re vras hag ar re vunud etre ar gwener 26 hag ar sul 28 a viz Mezheven ! Program ar sonadegoù a zo nevez bet embannet hag ar program klok a vo edan berr. Jenovefa Rosmorduc, gopradez Mignoned ar brezhoneg, ar gevredigezh a aoza ar gouel, er ginniga deomp.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin


Ha da glevet ivez :

  • Un harz-tennañ e Liban ?

  • Tennet zo bet al lezenn Yadan

  • Ur repuad palestinad kondaonet da 4 bloaz toull-bac'h en abeg da "spontouriezh dre-gomz" en Italia

  • Al lezenn war an digreizennañ a greñvo gallout ar prefed

  • Krogadoù melldroad ha rugby an dibenn-sizhun