Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Ebrel 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 1añ a viz Ebrel 2026

En savoir plus sur

400 plas kelenner zo en danjer da vezañ distrujet 'ba Breizh

3256 post kelenn a vo dilemmet en distro-skol e skolioù, skolajoù ha liseoù publik Frañs a-bezh. Hag ouzhpenn 400 post a vefe serret e rannvro Breizh : an hanter en deskadurezh publik hag an hanter all en deskadurezh katolik. Un devezh harz-labour a oa aozet hiziv gant ar sindikadoù a-enep d'ar raktres-mañ. Un digresk demografel a zo e Frañs hag e Breizh, met n'eo ket un abeg evit tennañ kement a bostoù en deskadurezh Stad evite. C'hwec'h manifestadeg d'an nebeutañ a oa bet dalc'het hiziv e Breizh. Yannig Laporte, skoazeller-skol (AESH e galleg) e skolaj Diwan Kemper, ha Bernez Rest, eus UDB Kemper, a oa deuet da embann e fulor plasenn ar Rezistañs 'ba Kemper. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

Glifozat 'vo ket implijet ken 'ba 'ba Kerne-Veur

E Bro Frañs eo difennet implij pestisidoù get an tier-kêr a c’houde 2017. Met ober get ar glifozat evit kempenn ar riblennoù da skouer, a zo aotreet c’hoazh barzh ur bochad broioù. Mael Garreg ur breizhad é chom e Kerneveur a zo kuzulier-kêr e Pennrynn, ur gumun 9000 annezad, e-tal Falmouth. Souezhet bras eo bet an dilennad a zo geton ar skritell politikel Mybion Kernow, ur strollad emrennour ag an tu kleiz, pand deus dijoloet e veze graet get ar glifozat atav. Dijoloet e oa bet an dra-se geton dre zegouezh, da zigarez studi ar budjed. Setu eñ é tisplegañ penaos eo daet da benn da cheñch penn d’ar vazh e Pennrynn.

Ha da selou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Imeryas 'neus skuihlet war dro 3500 litrad produioù kimiek chouk d'an takad naturel 'ba Groñvel!

  • Maer Karnag 'neus divizet lakaat da baouez al labourioù da sevel ur mirdi nevez war ar ragistor

  • Tabutet 'vo war al lezenn da sevel ur statud nevez evit Kanaki adalek hudu gant an deputeed

  • Kastizet zo ur vag dengar Sea Watch da chom 'ba ur porzh 'ba Italia

  • Un 18vet maer zo toull bac'het gant rejim Erdogan 'ba Turkia

  • Lig 1 handball: merc'hed BBH a degemero Saint-Amand fenoz