Keleier ar vro d'ar Yaou 22 aviz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 22 aviz Genver 2026

En savoir plus sur

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

60 vloaz eo strollad ar Vro Bagan!

Brudet eo SAVB evit bezañ ur strollad c’hoariva a gas pezhioù c’hoari e brezhoneg pe e brezhoneg ha galleg. ‘Ba Breizh a-bezh ‘neus bet tro ar skipailh komedianed da ginnig muioc’h ‘vit 50 oberenn pe ‘vefent bras pe vihan ‘vel Nominoe-Oe, Kernez-City, Cantique à Melila, Ar Roue Marc’h pe c’hoazh War hent Youenn Gwernig. Meur a gant komedian ha komedianez a youl vat pe a-vicher ‘neus bet tro da c’hoari, da deskiñ c’hoari e brezhoneg gant ar gevredigezh zo staliet ‘ba Plougerne. Roomp ar gaoz da C’houlc’han Kervella, c’hoarier ha leurenner, evit gouzout hiroc’h war penn kentañ ar gevredigezh ;‘pa oa bet krouet Oaled ar Vro Bagan e 1965 ‘e Plouneour-Trez… Emañ gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Distrujet eo bet sez an Unwra e Jeruzalem

- 4000 den a zo bet lazhet da nebeutañ gant ar renad iranian e-pad an emsavadegoù

- Ne implijo ket ar Stadoù-Unanet an nerzh evit lakaat e grabanoù war Groenland

- Harzhet eo bet emglev kenwerzhel ar Mercosur dec'h gant ar Parlamant european

- Ur bloavezh goursez 'zo bet roet d'ar c'hraou morc'h Avel Vor e Landunvez

- Ne vo ket brasaet leti Giboire war enez Berder, er Morbihan

- Graet galv en deus Nicolas Gonideg eus e brosez e Kemper

- Dindan evezh orañjez e vo departamantoù Penn-ar-Bed hag ar Morbihan hiziv evit ar pezh a sell ouzh an dourioù-beuz