Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Even 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Even 2025

En savoir plus sur

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Ur villa gallo-roman a c'heller gwelladenniñ e Bro-Leon

Deomp bremañ da weladenniñ ur villa gallo-roman! E-kerzh an dibenn-sizhun 'oa dalc'het devezhioù an arkeologiezh 'ba Breizh ha 'ba Frañs a-bezh. Da geñver an darvoud sevenadurel-mañ 'oa bet digoret ul lec'h eus ar re souezhusañ 'ba bro Lesneven ha kinniget d'an neb a felle dezhañ mont da weladenniñ: ar villa a gaver 'ba Keradenneg 'ba parrez Sant-Fregant. Ninnog Jaouen, arkeologourez anezhi hag o prientiñ un dezenn gant skol-veur Roazhon 2, en deus kinniget ar villa da Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Trec'h an Naoned e Kampionad Frañs mell-droad gouezeleg

Paotred Naoned ‘zo kampionidi Frañs mell-droad Gouezeleg ! Disadorn ‘oant bet trec’h war Roazhon war dachenn ar Gerzu vihan. Aozet ‘oa kampionadoù Bro-C’hall ‘ba Brest ar bloaz-mañ. Skipailhoù o tont eus Breizh ‘oa war blas sur deoc’h, met ivez eus Clermont-Ferrand, Lille, Angers, Pariz ha Tolosa. Gant skipailh Tolosa ‘oa c’hoarierien a orin eus Iwerzhon, ‘vel Padrig. Souezhet bras ‘oa bet ‘pa ‘noa klevet ‘oa kleuboù ar sport broadell Iwerzhon ‘ba Frañs ha ‘ba Breizh.


Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ouzhpenn er c'heleier :

- Keloù deus ar brezel etre Iran ha Stad Israel

- Barselona o stourm a-enep an touristelezh

- Berzhiet e vo d'ar vugale yaouankoc'h evit 3 bloaz implij skrammoù

- E 2041 e rankfe Kreizenn nukleel Brenniliz bezañ dismantret

- Redadeg 24e ar Mañs

- Tournamant ar Roue Arzhur U16 e Breal-Moñforzh ha Kavan