Radio Breizh
Ar c'heleier a zo bet embannet gant Anton Burel
Tolpad Kêrioù Gwengamp Pempoull en deus sinet ar garta
Sinet oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg live 1 gant Tolpad Kêrioù Gwengamp Pempoull. Gwenvael Delanoe Ar Berr 'oa aet d’ar sinadeg…
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe ar Berr
Kampionad Frañs mell-droad Gouezeleg e Brest
Evit ar wech kentañ ‘vo aozet Kampionadoù Frañs melldroad gouezeleg ‘ba Brest ! ‘Benn disadorn eo war-dro 700 c’hoarierez ha c’hoarier ‘vo war tachennoù Brest evit lakaat war-wel ar sport brudetañ ‘ba Bro-Iwerzhon. Skipailhoù eus Breizh hag eus Bro-C’hall en em gavo asambles ‘vel ‘pezh a c’hoarvez bep daou vloaz. Amañ ‘ba Breizh ‘eo bet krouet ar c’hleub kentañ mell-droad gouezeleg 25 bloaz 'zo. A-raok kampionadoù Frañs ‘oa bet roet lañs da gampionad Breizh, se zo kaoz e chom an hini pouezusañ evit Tangi Moreau, ezel eus Gaelic Foot Bro Leon hag unan eus aozerien ar c’hampionadoù.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ouzhpenn er c'heleier :
- Taget zo bet Iran gant lu Israel
- 280 den marvet en ur gwallzarvoud e Aerborzh Ahmedabad e India
- Keloù deus Palestina hag ar stourmerien a glask kas boued da Gaza
- Dieub eo Christian Tein hag e gamaladed deus an tu kleiz dizalc'hour Kanak
- Maodiern ar Yec'hed a zo e Karaez hiziv