Radio Breizh
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
Ar gevredigezh Hirwazh-Ukraina o sikour pobl Ukraina
1194 devezh a vrezel kaset gant Russia ouzh Ukraina. Evit poent ‘neus bet kavet diskoulm ebet evit lakaat ur fin d’ar bec’h ‘zo ‘ba reter Europa. Kenderc’hel ‘ra tud Europa ar C’hornog da daremprediñ gant Ukrainiz evit skoazell anezho. ‘Ba Brest 'zo ur gevredigezh anvet Hirwazh-Ukraina a zastum boued, louzeier ha kement tra a c’hallont kas da Ukraina. Nevez 'zo e oa aet Greg Mogn asambles gant Kris Galès da Lviv, 'zo tost eus an harz etre Polonia hag Ukraina. Un tamm sell gantañ war e veaj dengar.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Kartenn skol 22
Kollet e vo ur bern postoù-labour skolaerien ha skolaerezed en Breizh 4 departamant en distro-skol da dont. O klask esperniañ arc'hant emañ Akademiezh Roazhon, o tigreskiñ an niver a eurvezhioù a vez roet d'ar skolioù ha skolajoù. Un efed 'vo a-dra-sur war kalite an deskadurezh evit ar vugale. Yann-Pier Diredel, skolaer ha sindikalour en FSU, 'noa roet dimp e sell war ar jeu a vo en distro-skol.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Keloù deus ar Brezel e Palestina
- Tanioù-gwall e Kanada
- Alfred Dreyfus 'zo bet anvet ‘giz Jeneral brigadenn
- Ur podskign nevez war ar vreudeur Guillevic gant Karl