Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Even 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Even 2025

En savoir plus sur

Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.

Tri raktres bras da sevel mengleuzioù zo 'bar vro

Marse peus klevet komz dija ag ar raktresoù mengleuz a zo kaset get an embregerezh a vro Ganada Aurania Ressources, hag he deus un is-embregerezh anvet Breizh Ressources. Emañ an embregerezh-se é klask kaouit 3 PERM, da lâret eo aotreoù evit klask mengleuzioù (Permis exclusif de recherche minière). An 3 raktres a zo Epona kostez An Oriant, Taranis e kornad Redon, ha Belenos etre departamant ar 44 ha 49. Un eil kuzuliadenn foran (consultation publique a zo disheñvel doc’h « enklask publik ») a zo digoret abaoe an 19 a viz Mae betek an 18 a viz Mezheven. Jean-Michel Sanner a zo ezel ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh a lar hiroc’h deomp. Emañ get Aodren Trehin.

Lazoù-kanañ a oa bodet 'ba Roc'h-an-Argoed e fin ar sizhun dremenet

Etre diriaou ha disul e oa festival al lazoù-kaniñ e Roc’h an Argoed. Ur pemzek laz-kaniñ bennak a oa bodet. Ar publik a oa deuet niverus a-walc’h da brofitiñ ag un aergelc’h joaius da vat ! Aodren Trehin a zo aet da zizoloiñ ar gouel-mañ, etre Gwened ha Redon, lec’h ma gemere perzh Mael, Manon ha Jips.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

- Lazhadeg zo bet 'ba ur greizenn dengar 'ba Rafah

- 40 karr-nij bombezer zo bet distrujet gant lu Ukraina 'ba Russia

- Karol Nawrovki, broadelour anezhañ, zo bet dilennet prezidant Pologn

- Kelc'h an Turbal 'neus gounezet kenleurenn 'ba Kemper