Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier-mañ gant Anton Burel
Feulsterioù korf ha revel ‘zo bet ‘ba Lycée Itron Varia Kreisker ‘ba Kastell-Paol
C’hoarvezet int dreist-holl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 ‘vel ‘pezh ‘oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann. Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho ‘vel ‘pezh ‘zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz 'zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘bar skolaj-lise kristen Kastel ‘oa ket ur souezhadenn evitañ… Selaouomp e desteni.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Ar skipper Tomaz Andre zo erruet e trede plas an Transat Paprec
Ur redadeg a gouplad eo an Transat Paprec, da lavaret eo gant daou skipper war vourzh, ur paotr hag ur plac'h, war bigi Figaro 3. Treuzet en doa eñ ar meurvor Atlantel gant ur skipperez eus Sant-Bartelame anvet Cindy Brin. Loc'het e oa ar genstriverien ha kenstriverezed eus Konk-Kerne d'an 20 a viz Ebrel. E-touez ar bigi kentañ eo bet bag an daouad a-hed ar redadeg hag en em gavet e oant e Sant-Barth' goude triwec'h devezh war vor. Stok ha stok eo bet ar bigi betek penn...
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier
- Keloù deus Palestina
- Douaret oa bet ur gêriadenn e Bro-Suis
- Fin an Takadoù Dileuskerezh Izel
- Reolennoù nevez war ar butun