Keleier ar vro d'ar Meurzh 13 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 13 a viz Mae 2025

En savoir plus sur

Kinniget eo ar c'heleier gant Gwenvael Delanoe.

Prenet eo bet ar gelaouenn Ar Men gant Erwan Chartier pennredaktour ha perc’henn ar gazetenn sizhuniek ar Poc’her. Tost 40 vloaz 'zo 'oa bet savet Ar Men e Douarnenez gant etnologourien ha skolveuridi evel Donatien Laurent. Ar pal e oa skignañ danvezioù skiantel d’ar muiañ niver a vretoned en un doare aes da lenn. Selaouomp diouzhtu Erwan Chartier a gont deomp hiroc’h penaos eo deuet da vezañ perc’henn ar gelaouenn

D'an 10 a viz Mae 1945 e oa bet dieubet en ofisiel sankenn an Oriant lec'h ma oa staliet ar soudarded Alaman. Lidet 'oa bet an dieubidigezh en dibenn-sizhun en Oriant. Dek ‘loaz ‘zo ‘oa bet aterset daou zen o doa dalc'het soñj eus ar mare istorel-se, gant Yaelle Ar Mouelle, Lucien David ha Stevan Le Garreg.

Komzet e vo ivez eus :

- aferioù feulsterioù e skol Kreiskêr e Kastell-Paol

- un ospital bombezennet e Gaza

- ar PKK a baouezo da vrezeliñ

- harz labour en ajañsoù ar Stad