Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier-mañ gant Anton Burel
Harz-labour ar vedisined a-enep al lezenn Garot : Respont un dilennad
Harz-labour a oa bet graet gant ar vezeien ar sizhun dremenet ha manifestet o doa ar vedisined yaouank. Goulenn a raent e vefe nullet ar raktres lezenn Garot, bet kinniget gant ur c'hannad eus ar PS. Fellout a ra d'an dilennad stourm a-enep an dezerzhoù mezegel. Ma vez votet al lezenn-se ne c'hellfe ket ar vezeien en em staliañ e lec'h ma fell dezhe, berzhet e vefe dezhe labourat er c'hêrioù e lec'h ma kever ar muiañ a vezeien da skouer, estreget evit erlec'hiañ unan az afe war e leve. Ouzhpenn 1500 dilennadez ha dilennad lec'hel, kalz bretoned en o zouez, o deus embannet ul lizher a-stroll disul er gazetenn « La Tribune du dimanche » evit souten al lezenn Garot. Evel Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kregiñ a ra ar c'honklav evit dilenn ar Pab nevez hiziv
- Lidoù an 8 a viz Mae, 80 vloaz goude an trec'h ouzh Alamagn nazi
- Un oberadenn israelian nevez e Gaza ha fin ar c'hevraouiñ etre strolladoù broadelour Palestina hag Israel
- Friedrich Merz, pennvaodiern nevez Gaournamant Alamagn
- Urgence Palestine ha La Jeune Garde, strollad ar c'hannad Raphael Arnault, a zo en arvar da vezañ divodet gant ar gouarnamant
- Trenioù Herrek Rannvroel ouzhpenn a vo e kreisteiz ar vro
- Mont a ra war zigresk ar bezhin glas e Bro-Dreger
- Goulenn a ra groñs Nathalie Appéré, Maerez Roazhon, poliserien ouzhpenn evit enebiñ ouzh an trafikerien dramm
- Kregiñ a ra fenoz ar festival Rock and Solex e kampus Kêrgaer e Roazhon