Kig, kregen ha pesk !

Radio Kerne

Kig, kregen ha pesk !

Gouzout muioc'h diwar-benn

Gwechall ne veze ket drebet kement a gig evel ma vez graet bremañ. War ar maez, an dud ne yaent koulz lâret morse da brenañ kig : e-barzh pep ti 'veze lazhet un hoc'h pe zaou ar bloaz, kig-lapin pe kig-yar 'veze ivez, met ralawech 'veze drebet traoù all. Kig-saout 'veze a-wechoù, met pas kig-leue ! Boued-mor a veze drebet kalzig ivez. Mont a rae ar besketourien da werzhañ o fesket eus un eil kêr d'eben hag er parrezioù war vord ar mor 'yae an dud da zastum kregen alies.

Evit kontañ deus an dra-se omp bet e Plougastell oc'h en em gavout asambes gant Marie-Louise Le Gall ur wech all c'hoazh.