'Blam da betra 'zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg ?

Radio Kerne

'Blam da betra 'zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg ?

Gouzout muioc'h diwar-benn

Hiziv emaomp e Landerne asambles gant Tangi Solliec. Hennezh 'neus echuet skrivañ e dezenn n'eus ket pell. « Distance Linguistique et Dialectométrie, une application à la langue bretonne » eo anvet. Pezh 'neus graet n'eo ket kement-se sevel listennoù eus kement parlant pe kement distagadur a zo e brezhoneg, met kentoc'h klask kompren 'blam da betra zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg, goude ma oa moiaen da soñjal, marteze, 'vefe deuet unvan a-walc'h ar brezhoneg goude kantvechoù ha kantvechoù, ha neuze peseurt diferañsoù zo etre ar parlañchoù-mañ ha penaos int en em zispartiet.