« Ma mamm 'noa ket bet chañs ha me 'moa bet »

Radio Kerne

« Ma mamm 'noa ket bet chañs ha me 'moa bet »

Gouzout muioc'h diwar-benn

Asambles gant Fañch ar Galand (François Galand) on bet oc'h ober anaoudegezh hiziv. Hennezh zo ganet e 1935 en Edern, e-kichenn Brieg. Paour-ran 'oa e familh neuze : e dad-kozh 'oa bet rivinet gant ar brezel bras, e dad 'oa marv abred a-walc'h ha setu 'noa ranket e vamm sevel he bugale he-unan kazimant. Degouezhet ar brezel e 1940 goude-se hag ar « Boched » a teue da zeskiñ tennañ 'kichenn an ti. Met chañs 'neus bet Fañch memestra, peogwir oa-eñ mat da zeskiñ er skol ...