Ar veilherien

Radio Kerne

Ar veilherien

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar vicher meilher zo cheñchet kalz abaoe ar brezel diwezhañ. Meilhoù-avel n'eus ket ken ha ne vez ket labouret gant an dour ken, abaoe m'eo deuet ar mekanikioù tredan. Ur veilh oa e kement parrez oa tout gwechall da neubeutañ, e-lec'h bremañ ne chom ket muioc'h evit dek e Penn-ar-Bed. Pevar meilher vo klevet en abadenn-mañ, da gontañ deomp penaos eo cheñchet ar vicher tammig-ha-tammig : François Rospape, pe "Soaig ar Veilh" (Brieg), Armand Penneg (Kerien), Youenn Naour (Kerien) ha Jean-Paul Kerdranvat (Ploneour).