Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red

Radio Kerne

Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red

Gouzout muioc'h diwar-benn

Devezh broadel ar yec'hed e oa d'ar 7 a viz Ebrel. Youn Jardin deus komite difenn ospital Douarnenez 'oa e marc'had Treboul o reiñ paperioù d'an dud d'an devezh-se. Ur galv embannet gant ar strollad a vod komiteoù souten an ospitalioù lec'hel e oa, evit ma vije desket diwar ar c'hleñved-red evit chañj penn d'ar vazh er mod da verañ an ospitalioù publik. Ar gevredigezh a zo e-touez an aozadurioù hag hiniennoù o deus sinet un intrudu sitoaian european anvet "Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red" : Pas de profit sur la pandémie. O c'houlenn e touez traoù all 'vefe kuzhet netra war ar mod da verañ ar vaksinañ e Unvaniezh Europa. Yves Jardin, stourmer evit ar yec'hed evit an holl hag evit ur servij publik kreñv, a zo ganeomp evit dielfennañ stad an traoù evit an ospitalioù hag ar yec'hed dre vras, bloaz goude penn kentañ ar c'hleñved-red.