Radio Kreiz Breizh
Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80% eus ar boblañs, tra ma n'ae ar re Wenn d'ober nemet un 10% bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se ? Abalamour ma n'eo ket diazezet ar fed da vezañ ur "vinorelezh" war niver an dud, met war an darempredoù galloud.
Er gronikenn-mañ e tizoloimp ar pezh a vez kuzhet gant ar ger-se hag ar pezh a vez lakaet da vezañ reizh, sañset. Ha komz a rimp eus ur mod all da welout an degouezioù mestroniezh, gant ar prederour Antonio Gramsci.
Ur gronikenn gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

