Kabellig Ruz kontet gant Fañch Jezekel hag Ar c’havr hag he mennoù-gavr gant Annie Ebrel - e 1986.

Radio Kreiz Breizh

Kabellig Ruz kontet gant Fañch Jezekel hag Ar c’havr hag he mennoù-gavr gant Annie Ebrel - e 1986.

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un abadenn un tamm ispisial a roan deoc’h da selaou hiziv ! Ar sizhun baseet oan diskennet gant skalieroù ar radio betek arriout, en traoñ tout, en ur gambr fort kozh. Hag a daol trumm on bet soubet e-barzh kasedigoù kozh, da lâret eo, teñzorioù RKB. Ar re-se a servije da enrollañ mouezhioù an dud ha sonerezh gwech-all. Ha, koachet e-mesk ur bern reoù all, bez’ oa unan ‘oa skrivet warnañ : Istorioù evit ar vugale. Kontet gant Fañch Jezekel hag Annie Ebrel. Enrollet e Sant-Nigouden d’ar 26 a viz Meurzh 1986.

Ha Yao !, distroet d’ar gêr da selaou anezhe.

Kinnig a ran deoc'h selaou Kabellig Ruz kontet gant Fañch Jezekel hag ar c’havr hag he mennoù-gavr gant Annie Ebrel.

N’eo ket gwall brop ar son, skuzit ac’hanon. Evel tout an teñzorioù kozh, ar c’hontadennoù kozh-se o deus bevet kalz hag arriet int skuizh un tammig.