Baleadenn heñchet e park ar Roc'h-Ugu 2/2

Radio Kreiz Breizh

Baleadenn heñchet e park ar Roc'h-Ugu 2/2

Gouzout muioc'h diwar-benn

Er Roc’h-Ugu e tistrofomp hiziv asambles gant Divi Alliot-Toupin zo o labourat e Ti ar Vro Treger Goueloù ! Hennezh n’oa heñchet bizitadenn park ar c’hastell e miz Ezen o treuzkas ar plijadur ‘n eus o evezhiañ an natur.

Aet ‘oa RKB war e-lec’h gant mikroioù a-benn reiñ deoc’h da glevet ur vizitadenn eus ar re-vravañ ! Kaoz e vo eus an osilh, eus morvrini, eus drasked peotramant eus troad goazi palud… Koulz lâret ho po digarez da lakaat anvioù war pezh e welit bemdez hep sell oute bep wech.