Bugale Kreiz Breizh 2026

Radio Kreiz Breizh

Bugale Kreiz Breizh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un nebeud sizhunioù zo, d’an 22 a viz Mae, oa bet Sonadeg Bugale Kreiz Breizh war al leurenn Glenmor ba Karaez.

Marteze ho poa kemeret perzh er raktres hag ho poa kanet a-hed ar bloaz evit ar sonadeg-mañ !

Un dra gaer eo. Tost da 300 bugel war al leurenn, tro-dro 12 skol eus Bro Kornôg Kreiz Breizh oc'h en em vodan bep eil bloaz evit kanañ kanaouennoù e brezhoneg asambles. Bez zo bugale eus skolioù Diwan ha Divyezh !

Bet oamp o welet ar vugale hag o c’helennerezed a-raok ar sonadeg.