Chaokañ mizer : Un abadenn c'hoariva en ti-gar Plougonveur

Radio Kreiz Breizh

Chaokañ mizer : Un abadenn c'hoariva en ti-gar Plougonveur

Gouzout muioc'h diwar-benn

An abadenn c’hoariva Le Pleure-misère vo kinniget gant Paul Madec disadorn 13 a viz Even b’n ti-gar Plougonveur. Krouet eo bet an abadenn-se diwar ul levr skrivet e gouezeleg gant Flann O’Brienn e 1941 ha kontan a ra istor Bonaparte, ur paourkaezh paotr klemm-diglemm.

Evit kontañ eus an abadennoù "Un Dimanche peut en cacher un autre" zo ba’n ti-gar Plougonveur a-hed ar bloaz oamp bet o welet Gerard Bonvalet.

Hag evit goût hiroc’h war ar pezh c’hoariva Le Pleure-misère hon eus pellgomzet da Paul Madec.

Tan-dezhi neuze, betek Plougonveur.