Radio Kreiz Breizh
Deomp d’ober un tamm tro ba Plouganou. Emañ Marie Salaun o chom eno ha bet oamp o saludiñ anezhi asambles gant Jean-Roualec Quere. Labouret ‘n eus kalz Marie he buhez-pad met dañsal n’eus graet ivez. Aboe he yaouankiz betek he retrét n’eus friket bolc’h al lin e lammat warno en ur rondenn, desket dañsal ar gavotenn e-pad ar brezel, diskouezet hec’h ampartiz war an dañs Spirou d’ar re all e skeud an abadennoù "thé dansant". Eus tout-se ‘vo kaozeet hiziv.

