Maria Gwegen e Koad Gwegen 1/2

Radio Kreiz Breizh

Maria Gwegen e Koad Gwegen 1/2

Gouzout muioc'h diwar-benn

E Koad Gwegen omp herie, e Plounevez-Moedeg. Ec’h amp da welet Maria Gwegen a zo bet o terc’hen menaj en Tirienoù.

En Tirienoù-se bremañ emañ Treveur ar C’halvez o sevel moc’h bio. Goude ober un tamm kont gant Treveur ec’h efomp ouzh taol da gontañ kaoz gant Maria e-skeud ober selloù a gorn etrezek an nor digor da sellet ouzh an dud a zo o tremen war an hent, war o zreid pe war o zrakteur…

En abadenn gentañ-mañ e komzo Maria demp deus he bugaleaj, deus ar maleur a oa arruet gant he zad pe c’hoazh deus ar brezel diwezhañ.

Un abadenn enrollet e miz Gwengolo 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez