Mediaoueg Gwengamp : Goulven Mazeas, ur penn-bras eus Gwengamp

Radio Kreiz Breizh

Mediaoueg Gwengamp : Goulven Mazeas, ur penn-bras eus Gwengamp

Gouzout muioc'h diwar-benn

Mediaoueg Gwengamp : « Goulven Mazeas 1895-1981 : ur penn-bras eus Gwengamp »

Diskouezadeg da geñver Devezhioù ar glad. Eus ar Meurzh 9 d'ar 21 a viz Gwengolo.

Pennad-kaoz gant Fulup Kadored eus Ti ar Vro Gwengamp

Petra a dalvez an anv « G.MAZEAS » a vez gwelet gant an holl veajourien e ti-gar Gwengamp war fasadenn gozh un etrepaouez bras ? Ti ar Vro Gwengamp a ginnig deoc’h ober anaoudegezh gant ar Gwengampad brudet-se : e labour war tachenn ar c’henwerzh evel marc’hadour had avaloù-douar, e engouestl er politikerezh en Unaniezh Europa ar Gevreadelourien, e Strollad Emrenerien Vreiz hag e Breiz Kevredel, e stourm evit ar peoc’h, anez ankouaat e labour war an arzoù gant R. Kreston eus ar Seiz Breur (Kosmonomotheos).

Mont e-barzh frank d’an eurioù ma vez digor ar vediaoueg + d’ar Sul 21 a viz Gwengolo eus 10e da 12e hag eus 2e da 5e.