RKB war-eeun deus Emgavioù an Teulfilmoù 'ba Mellionnec 2025 - Sul

Radio Kreiz Breizh

RKB war-eeun deus Emgavioù an Teulfilmoù 'ba Mellionnec 2025 - Sul

Gouzout muioc'h diwar-benn

Amélia Kalvez, a zo e karg Deskadurezh Arzel ha Sevenadurel e Ty Film a zo ouzh taol RKB. Ganti e vez lakaet ar gaoz war istor ha emdroadur ar festival met ivez war an atalieroù e vez graet gant krennarded.ezed.

Emile Quinquis, plac'h deus Eusa, a sen er festival war-dro ar film mil vrudet Finis Terrae, sevenet gant Jean Epstein 100 vloazh zo kazi. Penaos he deus kavet en awen, penaos he deus labouret ?

Daou arvester, Alan Kabon ha Bernez Jentil a zo ivez tro-dro an daol. Perak int deuet d'ar festival ? Petra o deus soñjet deus ar film o deus gwelet ?

Teknik an abadenn : Gweltaz Heno

Buheziñ : Patrig Feroc ha Yann Boishardy