Albert Bolore, Ujen Grenel hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

Radio Kreiz Breizh

Albert Bolore, Ujen Grenel hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

Gouzout muioc'h diwar-benn

En abadenn dremenet e oamp krog da selaou Marsel Gwilhouz o konto deus ar ganerien en devoa bet tro d’anveout. Deus Manu Keryann zo bet kaoz aze met komzet oa bet ivez ar wezh diwezhañ deus Jañ Poder pe c’hoazh Jañ-Mari Youdeg.

Ar wezh-mañ e vo komzet deus ar re-se ha deus re all ivez, deus Ujen Grenel hag Albert Bolore lakomp. E kompagnunezh Marsel ha Kristian Rivoalen, bet enrollet e 2019, e vo selaouet tonioù gant ar ganerien-se, tonioù a vez kavet war lec’hienn Dastum evel-just !

Un abadenn bet enrollet e miz Du 2019 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :

  • Jañ Poder, Ar brezel, enrollet gant Daniel Jekel e Rostrenn e 1980

  • Jañ Poder, Son kloareg, enrollet e miz Even 1959 e Sant-Nikolaz gant Glaodina Mazeas

  • Albert Bolore hag Ujen Grenel, Mari-Louiz, enrollet e 1963 e Pellann gant Jakez Kornou

  • Jañ Bihan Poulichen ha Koñskried Sant-Nikolaz, enrollet e Sant-Negan, e Kerien, e 1961 gant Glaodina Mazeas

Poltred gant Eric Legret