Etienne Siberil : liammet gant ar c'hoariva a-viskoazh 1/2

Radio Kreiz Breizh

Etienne Siberil : liammet gant ar c'hoariva a-viskoazh 1/2

Gouzout muioc'h diwar-benn

Etienne Siberil a zo paotr Rostren, o kantreal alies tro-dro da studio RKB. Mes ral-tre meump klevet 'nañ o komz deus e liamm don gant ar c'hoariva. Penaos en deus ur soner saksofon, skrivagner, koroller, dibabet d'ober e vuhez gant ar c'hoariva ? Ha penaos en deus desket d'ober se ? Evit lodenn gentañ ar poltred, emañ Etienne Siberil o kontañ deomp ar pezhioù c'hoari a selle pa oa bihan gant strolladoù amatour bro Rostren, penaos eo bet awenet gant Jean Kergrist ha Katell, penaos en deus komprenet ha desket tamm ha tamm petra oa pouez ar c'hoariva evitañ mes ivez evit ar gevredigezh o tapout kentelioù.