Mondo hag istorioù all

Radio Kreiz Breizh

Mondo hag istorioù all

Gouzout muioc'h diwar-benn

En danevelloù-mañ e reer anaoudegezh gant bugale. Ne vern pegen paour ez int, ne vern eus pelec’h e teuont, eus Mec’hiko Nevez, eus Island, pe eus lec’hioù all dianv, an holl o deus traoù da zeskiñ deomp. Rak int a oar santout ar gouloù a flour ar c’hroc’hen, arvestiñ ouzh an dezerzh gant o c’horf a-bezh, komz ouzh al loened, degas respontoù da c’houlennoù mut an dud. Emaint holl o klask frankiz, gwirionez, karantez, gouezoni ha kaerder an natur, ha pa rankfent evit-se pellaat diouzh ar skol, diouzh ar gêr vras, diouzh o zud kar, ha tremen hep gerioù a-wechoù.

Danevelloù gant J.M.G. Le Clézio troet e brezhoneg gant Joel Donarzh, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù, kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg