Radio Kreiz Breizh
« Seul bouezusoc’h eo levezon ar varzhoniezh ha ma vez ar yezh en arvar dindan wask ar mac’homañ. Ken garv hag ar stourm, ken gwiv hag ar goanag, ken c’hwek hag an trec’h, e c’hell bezañ ar varzhoniezh evit kas ar yezh war-raok gant hent an adsav. Barzhoneg ar bara pemdeziek diwar zorn Gabriel Celaya a zo pergen e dalbenn “La poesía es un arma cargada de futuro”, da lavaret eo, “Ur bistolenn a zo eus ar varzhoniezh, karget anezhi gant nerzh an dazont”.
E-skeud-se e vez tu bepred d’an holl ac’hanomp, da bep hini ac’hanomp, d’an hiniennoù a zo ac’hanomp, tapout krog e penn-bazh ar varzhoniezh ha mont da gantreal a-hed gwenojennoù kamm-digamm ar yezh, asambles gant arc’houered ar vro, evel klaskerien ’giz-se, evel klaskerien-vara, evel klaskerien-dazont. »
Iwan Couée
Arall a zo levr kentañ Iwan Couée. Barzhonegoù embannet gant an ti-embann Al Liamm
Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron