Radio Kreiz Breizh
Un telennour war droad zo bet taget gant laeron nepell diouzh kêr Sec’hem. Un den madelezhus ha brokus war hent an distro d’ar gêr a gav anezhañ hep anaoudegezh. Sammañ a ra Elifaz ar paotr paour war gein e azen hag e kas anezhañ da ostaleri e wreg Sefora evit ma vo graet e war-dro.
Penaos e c’hell un telennour baleer-bro lakaat kemend-all a reuz, a drouz, a gasoni hag a garantez zoken, en un tiegezh a rene ur vuhez sioul hag eeun betek neuze ?
Pezh-c’hoari fentus e pevar arvest.
Jarl Priel (1885-1965) eo anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger. Skrivet en deus un toullad brav a bezhioù-c’hoari. Holl e oant bet embannet war-bouez Ar Samaritan Madelezhus.
Embannet gant An Alarc'h.