Radio Kreiz Breizh
Gant Véronique Bourjot emaomp hiriv. Kannañ a ra e meur a yezh, ha surtout kanaouennoù hengounel. E Rostrenn emañ o chom bremañ. Met bet eo o chom e bro Iwerzhon e-pad ur pennad amzer. Hag ur pouez-mouezh brav deus Bro-Pourlet a zo ganti pa gomz brezhoneg. Un danevellig fromus a vo kontet ganti. Selaouit ta!