Radio Kreiz Breizh
Just e-kichen Karaez emaon hiriv, e Plounevezel. E darempred e oan gant Gweltaz abaoe un nebeud amzer dija rak reiñ a ra din sikour evit adskrivañ an atersadennoù war lec'hienn RKB ! O krouiñ un anaouder mouezh emgefre, "un système de reconnaissance vocale", evit ar yezh brezhoneg emañ zoken… Ha tout-se evit ar blijadur! Barrek-tre eo gant an urzhiataer… Met laouen eo memes koulz o vevañ trankilig, d'un doare simpl-tre e-kreiz an natur war e dachenn en un ti bihan savet gantañ. Ha diwar-benn peseurt plant a zo tro-dro dezhañ e vo komzet hiriv neuze ? Selaouit 'ta !