Radio Kreiz Breizh
Anavezout, kutuilh, keginañ ha debriñ plant gouez: setu ar pezh a ginnig Tim Lipouz. A-douez plant anavezetañ ar vro en deus dibabet 15 anezho hag evit pep hini e ro tri sekred-kegin.
A-drugarez d’e alioù ha d’e ijin e tizoloer blazioù saourus ha dic’hortoz, hag e tesker fardañ boued yac’h. Ur blijadur eo mont gantañ da redek ar maezioù hag an aodoù da glask war-lerc’h pinvidigezh an natur.
Tim Lipouz (Timote Mesajer) zo keginer a vicher abaoe 2015. Kinnig a ra atalieroù e bro Lannuon d’ar re a blijfe dezho deskiñ dastum hag implijout plant a gaver war ar maez pe war vord an aod.
(Testenn : Kuzul ar Brezhoneg)
Levr divyezhek brezhoneg-galleg, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.