Gouzout muioc'h diwar-benn
Ar festival Arrée Voce oa bet etre an 21 hag an 23 a viz ar foenn e St Rivoal hag e Ploneour-Menez e abati ar Releg: Marie-Laure a oa bet ennañ o pourmen he mikro evit enrollañ ar ganerien pedet ha soñj an dud deuet da welet anezhe. Hirie chompfomp e Breizh gant ar c'honser a oa bet da glozañ ar festival, Annie Ebrel ha Ricado Del Fra a vo klevet ha mont a rafomp da vro Serbia gant Svetlana Spajic Group. Tud o lâret o soñj war ar pezh o deus klevet a glevfet ivez.