Ar festival Arrée Voce 1

Radio Kreiz Breizh

Ar festival Arrée Voce 1

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar festival Arrée Voce oa bet etre an 21 hag an 23 a viz ar foenn e St Rivoal hag e Ploneour-Menez e abati ar Releg: Marie-Laure a oa bet ennañ o pourmen he mikro evit enrollañ ar ganerien pedet ha soñj an dud deuet da welet anezhe. Hirie  e vefomp e St Rivoal. Evit ar wech kentañ oa aozet ur c'honser ba'n iliz evit ar festival. Ur c'henlabour gant Ekomirdi Komanna. Pedet oa al laz kanañ : Almagation Choir deus Chipr. Klevet oant bet ivez d'ar sadorn noz ha d'ar sul da vare ar pred. Tud o lâret o soñj war ar pezh o deus klevet a glevfet ivez.