Radio Bro Gwened
Ag ar 15 betag ar 17 a viz Mae e vo lidet Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Youn Lange ha Jañlug er Mouel a gomz ag Erik, o eñvorennoù er C'hreiz Breizh Akademi, hag ar fest.
Pierre Terras a zispleg ar 'greenwashing' e bed an IA doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh
ha Plozet vo ar goazadenn etre Ronan Postic ha Padrig Drean a-ziar ar barzhoniezh hag ar fed bout barzh, enrollet da-geñvet gouel ar brezhoneg e Ti Douar Alré e Pluvigner
Metig Jakez-Vargas a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer an abadenn!

