Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

Gouzout muioc'h diwar-benn

Plijadur zo er festoù-noz abaoe 30 vloazh gant ar strollad Loened Fall, a zo vont da lidañ an deiz ha bloazh-mañ e Pañvrid ar Beskont d’ar Sadorn 18 a viz Ebrel. Muioc'h gant Marthe Vassallo, unan deus mouezhioù ar strollad.

Gant Enora Molac e vez anv deus ar gevredigezh Ar Pezh A Chom, Ce Qui Reste, ur gevredigezh a glask sevel liammoù etre tud disheñvel o sevenadurioù, e karterioù poblek bro Gwened.

Keleier ar vro : Benjamin Bouard

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy