Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Meurzh

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Meurzh

Gouzout muioc'h diwar-benn

Get un tamm dale, chetu podkast hous abadenn a zigwener 20 a viz Meurzh! Barzh an abadenn-mañ ho peus gellet klevet stajidi Kerlenn Sten Kidna ag an Alre, hag o doe savet div abadenn radio a-ziàr goulioù ha ned eus ket anezhe. Neuze damp da zizoloiñ fest an Torig Ruz e Pluvigner, ha Deizioù Foll Karnag. bourrabted ha follezh!

Aveid ar wezh ziwezhañ ar miz-mañ e klevit ivez doereioù Splann, ar media enklask hag a gomz ag ar bed agroindustriel.

Klozet vo ivez ar gaozeadenn get Urielle Jan, hag Anton Burel a gas Keleier ar Vro hag ar Bed.