Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Genveur

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Gwener 30 a viz Genveur

Gouzout muioc'h diwar-benn

  • Adskignadenn ag un atersadenn get Alan Goulven: perak e vez skuizh hag izel o spered an dud e miz Genveur? Ha petra c'heller gober aveid monet da vout gwell?

  • Eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar Loened ar Mor, embannet get An Alarc'h

  • Loeiz Beleg a gannig e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, ar sizhun-mañ a-ziar ur gitarour hag astrofizikour brudet: Brian May an hani eo!

  • Laouen a gKeit Vimp Bev a gont petra vo kavet e Rouzig e miz C'hevreur: an niverenn-mañ zo gouestlet d'ar bleidi!

  • Hag aveid ar wezh ziwezhañ, Yann Quelennec e pennad-kaoz ar sizhun. Bourrapted zo bet geton ha get Emrys é komz ag ar yezhoù, ar muzik ha toud!

  • Hag e-kreiz hous abadenn e kannig Anton Burel ar c'heleier

    Abadenn animet get Emrys