Radio Bro Gwened
Bro an Alre, Gouil Bamdé! Katell Peron a Ti Douar Alré zo daet da studio Radio Bro Gwened da gontiñ da Neshka ha Maksim pesort abadennoù vez aozet an dilost-hañv-mañ er vro kostez ar mor. Klevet a rit ivez Jorj Botuha, hag a gendalc'h e zisplegadennoù a-ziar penaos e ra bombardoù, hag un tamm dielloù RBg ag ar bleadoù 90, lec'h ma klevet penaos veze dañset laridenn en amzer a-gent.... en ur c'hortoz Fest ar Laridenn! Hag ar c'heleier vez kaset get Anton Burel.