Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Here

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Here

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ne vo ket Ferat Mehenni evit dont da Garaez e fin ar miz-mañ. Setu aze ar pezh a oa bet roet da c’houzout disul gant aozerien Gouel al levrioù e Breizh. Ar barzh ha politikour kabil a oa bet lakaet da brezidant ar saloñs e penn kentañ ar bloaz. Hag abaoe ez eus savet meur a vouezh a-enep ar choaz-se. Un dizemglev a oa bet taolet sklêrijenn warnañ digwener a-drugarez d’ur pennad embannet enlinenn gant ar gazetenn Ya ! Ur pennad skrivet gant un den ezel eus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell Kreiz Breizh hag a zo displeget ennañ dre ar munud pegen tost eo Ferat Mehenni hag e luskad dizalc’hour, ar MAK, ouzh Stad Izrael met ivez ouzh an tu dehoù pellañ gall…

Digwener e oa bet Tomaz Laquaine o c’houlennata Patrice Marquand, skriver ar pennad.

Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar-benn Sandrine Rousseau hag he eil-ti e Dineol.

Keleier ar vro : Aodren Trehin

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy