Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Even

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Even

Gouzout muioc'h diwar-benn

E Rostrenn e vez aozet ar festival In Cité gant La Fourmi.e, ur gevredigezh a glask lakaat war wel an arz a-vremañ. Tem an dour a zo lakaet e-kreiz ar jeu ar bloaz-mañ, evit lidañ 10 vloaz ar festival. Alice Mahe, plac’h a-youl vat er festival, a zo goulennet gant Yann Boishardy, deus Radio Kreiz Breizh.

Un deiz-ha-bloaz all hag ur festival all a vo 'ba Gwened e fin ar sizhun, Livr' à Vannes e vez graet diouzhtañ. Du-hont he deus choajet ar gelaouenn Bretons lidañ e 20 vloaz. Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn a lâr deomp muioc’h.

Tangi Le Rouzo, gov yaouank, en deus staliet e atalier e Laz. Gantañ e vefomp e-pad div sizhunvezh a-benn gouzout muioc'h diwar-benn e vicher hag e hent.

Keleir ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe Ar Berr

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy