Avel Em Fenn - Meurzh 20 a viz Mae

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 20 a viz Mae

Gouzout muioc'h diwar-benn

30 vloazh skolaj Diwan Bro Dreger, eil lodenn : tu zo klevout Gwenola Coïc kelennerez ha renerez ar skolaj, Tifenn, kasourez met klevet e vez ivez merc'hed bet skolajiadezed e Plijidi bloavezhioù zo.

Thérèse Provost a anav mad he louzoù. Ar vaol, pe ar mauve, an avron, pe an achillée, hag ar soubenn-linad : gout a ra aesaat ur bern traoù gant plant he jardrin ! He a zo ouzh mikro Monik Ar Boulch, e-barzh ar pennad-kaoz-mañ, tennet deus dielloù Radio Bro Gwened.

Roazhon underground c'hoazh ? Setu ar goulenn savet gant ar gelaouenn Bretons. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn.

Keleier ar vro : Aodren Trehen

Stajiad : Youenn

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy