Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

Gouzout muioc'h diwar-benn

Anv eo deus bro Balestina gant Klaod An Intanff, eil prezidant deus ar gevredigezh AFPS Bro Dreger, aozet ganti pemzektez ar Palestin ba bro Lannuon. Hag evel-just e vez anv ivez deus ar stad spontus e lec'h en em gav poblañs Gaza. Peseurt dazont eviti goude un ehan-brezel bresk ?

Karantez, frankiz, barzhoniezh, setu tri ger a glot mat gant Naïg Rozmor. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig an teulfim sevenet diwar-benn anezhi.

Ar re a labour evit dastum war an dachenn o deus ekemmet etreze ha gant renerien Dastum, evit kas a-raok gwelloc’h c'hoazh o labour. Christian Rivoalen, e karg eus Dastum a displeg e labour, ha labour Dastum dre vras, ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened.

Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy