Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Here

Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Here

Gouzout muioc'h diwar-benn

War un ton bras eo bet digoret Keriadenn Sonerezh Breizh e Bear, ul lec'h

gouestlet  d'ar sonerezh hengounel met ivez d'ar grouidigezh pe d'an

enklask. Entanet gant ar raktres eo Marthe Vassalo, arzourez eus ar vro.

 

Gant Inès Leraud e vo embannet ur bannoù-treset nevez, diwar-benn an

adlodennañ. Setu perak e vo gwelet he dremm war golo ar gelaouenn

Bretons nevez. Muioc'h  gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar

gelaouenn.

 

Penaos e vezont arc'hantaouet ar radioioù kevredigezhel dre vras hag en o

zouez ar  radioioù e brezhoneg ? Gant an FSER, da lâret eo ar "Fonds de

soutien à l'Expression Radiophonique Locale". Met ar gournanmant Barnier

en deus c'hoant nullañ ar foñs-mañ. Penaos ober neuze ? Alan Kloareg,

Prezidant Brudañ Ha Skignañ a lavarout muioc'h deomp.

 

Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe

Teknik : Mael Krenn

Buheziñ Avel em Fenn : Yann Boishardy