Dorioù digor levraoueg hollvrezhoneg Kawan

Radio Bro Gwened

Dorioù digor levraoueg hollvrezhoneg Kawan

Gouzout muioc'h diwar-benn

Visant Dubois a lak ac'hanomp d'ober tro levraoueg hollvrezhonek Ti ar Vro Kawan. Ul levraoueg ur bern teñsorioù enni. Dorioù digor a vo aozet eno disadorn, an 8 a viz Here, kement ha brudañ al lec'h, hag ouzhpenn-se e vo ivez ur gwerzh a-vras a levrioù evit ar vugale (hag evit ar re vras ivez!) gant distaolioù spontus. An darvoud 'zo aozet gant an tier-embann Keit vimp bev ha Dastum. 

An devezh a grogo da 10 eur, betek fin an abardeiz.

Levraoueg Ti ar Vro e Presbital Kozh Kawan 'vez digor, a-hend-all, d'ar Meurzh, Merc'her ha Yaou etre 1 eur hanter ha 6 eur goude merenn, ha deus ar beure d'ar Yaou ha d'ar Sadorn, etre 10 eur ha kreisteiz.

Titouroù ouzhpenn : Vinsant Dubois [email protected] – 02 96 49 12 06

Atersadenn : Rose Troadeg