Radio Naoned
Echu eo ar c’houlzad c’hoari 24-25 rummad kentañ mell-droad.
Evit e grogad diwezhañ en doa c’hoariet skipailh mell-droad Naoned a-enep da wellañ skipailh Frañs hag Europa, Lyon. E ya, afer zo amañ eus mell-droad ar plac’hed.
Emgav a oa bet roet din gant Lukaz hag a zesk brezhoneg en e-unan. Harper an FCN eo, ha savet gantañ ha mignoned strollad ultra ar c’hoarierezed, anvet Nao’hed, ur c’hoari-ger etre Naoned ha Merc’hed. Selaouomp hiroc’h diwar-benn ar strollad er gronikenn. Digarezit evit son ar gronikenn bet tapet war al lec’h avat, n’eo ket eus ar propañ.
Evit gouzout hiroc'h :
Instagram Nao'hed