Radio Naoned
Fenoz en abadenn Naoned e Live e tegemeran un arzourez yaouank anavezet-mat gant lod ac’hanoc’h. Amelik a oa bet klevet he sonerezh war leurenn an taol-lañs e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned. Lipet ganti priz 1añ ar rummad arzourien pe arzourezed an dazont. Kaset he deus he raktresoù pelloc’h c’hoazh dibaoe. Darempredet gant sonerien all, krouet ur strollad, bet o kanañ war un nebeud leurennoù er vro. Ha n’eo ket deuet hec’h-unan. Ganti fenoz hec’h oud evel-just, ur benveg dianavezet a-walc’h stumm ur gitar kofek, 12 kordenn ouzh e vrec’h vihan. Ha deuet eo ivez gant 4 den. Pellik 'zo ‘moa ket gwelet kement a dud e studio Radio Naoned. Met ne vo ket pemp den asambles er studio…
Da gentañ penn e vo klevet Amelik asambles gant Sonia ha Meziane evit un triad sonerezh eus broioù ar reter. Un triad gitar, oud ha fleüt kinklet gant pozioù brezhoneg ha kabyleg kemmesket. Goude-se e kinnigo deomp he raktres solo… Hi hec’h-unan, gant hec’h oud ha mekanikoù elektronek. Hag evit echuiñ e klevimp ar strollad Milendall, Amelik ouzh an oud, Alexis gant an Tabla, seurt taboulinoù a vro India, ha Dimitri o c’hwezhañ en e glarinetenn voud.
Plijadur deoc’h gant hollvedoù sonerezh Amelik !