Radio Naoned
Da vare gouel an Eurofonik e vez dalc’het un devezh preder hag eskemm micherel gant holl oberourien hag oberourezed an dañsoù ha sonerezhioù hengounel e Breizh, bro-C’hall hag Europa zoken. Sonerezed, kanerien, programatourezed, teknikourien son hag an holl dud all a-vicher pe amatour a gemer perzh en emgav.
Tem preder ar bloaz-mañ a oa savet diwar ar goulenn « Penaos emañ kont gant ar bal ? » evit stadañ an traoù ouzhpenn 2 vloaz goude enkadenn ar c’hovid.
D’ar goulenn e oa bet klasket reiñ ur respont dre bevar atalier disheñvel.
Klevet e vo ganeoc’h Erwan Lhermenier, Sterenn Toscer, Elouan le Sauze, Rozenn Taleg ha Pierre Rio peogwir e oant bet pedet da gomz d’an atalieroù pe peogwir e labouront en-dro d’ar micherioù-se.