Radio Naoned
M'emaoc'h o vevañ e Breizh ez eus chañsoù bras e vefe sallet an amann a debrit. An darn vrasañ eus an dud a anavez mui pe vui istor an holen hag an amann e Breizh : «sallet e vez an amann peogwir ne veze ket paeet ar «gabel », pe «deog holen ». Ya, gouzout a rit se. Met petra a dalv evit gwir an tailh-se ? Ha peseurt pouez simbolek en deus bet, en ur vro lec'h n'eo ket bet lakaet en plas gwezh ebet ?