Skolidi Diwan Roazhon - Keryann o kemer ar mikro !

Radio Naoned

Skolidi Diwan Roazhon - Keryann o kemer ar mikro !

Gouzout muioc'h diwar-benn

Tapet o deus skolidi klasad CM1-CM2 skol Diwan Roazhon-Keryann krog e mikroioù Radio Naoned ha fardet un abadenn  penn-da-benn ganto !

Klevet e vo en abadenn kronikennoù war ar Gouren hag ar Glima, ur mikro-riblen war ar rap, ur reportaj e Kelc'h Keltiek Roazhon gant Anton Aguesse, hag ur gronikenn diwar-benn an Haiku.